Darvoudoù
- 217: muntret eo an Impalaer roman Caracalla ha Marcus Opellius Macrinus a gemer e lerc’h.
- 1820: kavout a reer an delwenn a reer anezhi Gwener Milo war enezenn Melos e Gres.
- 1886: gant William Ewart Gladstone, kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet, eo kinniget, dirak Ti ar C'humunioù, al lezenn gentañ evit reiñ he gouarnamant emren da Iwerzhon.
- 1904: sinadur an Entente cordiale etre an Trede Republik c'hall ha Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon.
- 1962: Poblvouezhiadeg war emglevioù Evian: dizalc'hidigezh Aljeria.
- 2017: rentet eo e armoù gant ar strollad euskarat ETA, e Baiona hag e lec'hioù all en Iparralde.
Ganedigezhioù
- -563: Gautama Bouddha, bleiner relijiel eus India.
- 1336: Timour Lang, tiern mongol.
- 1828: Severin From, mestrc'hoarier echedoù danat.
- 1919: Ian Smith, kentañ ministr Rodezia.
- 1929: Jacques Brel, aktour, sevener ha kaner-sonaozer belgian.
- 1938: Kofi Annan, diplomat ghanaian, bet seizhvet sekretour meur an ABU.
- 1950: Grzegorz Lato, melldroader etrebroadel poloniat.
- 1966: Robin Wright, aktourez stadunanat.
Marvioù
- 217: an impalaer roman Caracalla.
- 1835: Wilhelm von Humboldt, prederour ha politikour alaman.
- 1903: Arsène de Kerangal, mouler ha troour.
- 1909: Venceslaus Ulricus Hammershaimb, yezhour faeroek.
- 1936: Robert Bárány, Priz Nobel ar medisinerezh e 1914.
- 1969: Reun Kilivig, kizellour gall.
- 1973: Pablo Picasso, livour ha kizellour spagnol.
- 1978: Biel Elies, skrivagner gant an anv-pluenn Mab an Dig.
Lidoù
- Devezh etrebroadel ar Romed
- Deiziadur henroman: VI ante idus Aprilis / Megalensia Ludi 5 = VIvet deiz kent idus Ebrel. Pempvet deiz c'hoarioù gouestlet d'ar Vamm Veur.