Diwar-benn bloaz 7 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañEvit ar bloaz -7, gwelet ar bajenn:-7Evit an niver 7, gwelet ar bajenn:7 (niver)
760 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 7 goude ganedigezh J.-K.
Darvoudoù
Skiantoù naturel ha jedoniezh
Skiantoù an den
Politikerezh, gwir ha kevredigezh
Impalaeriezh Roman
- Rimpalaer: Aogust (Caius Julius Caesar Octavianus), adalek an 16t a viz 27 raok J.-K. (>19.98.14)
- Koñsuled: Q. Caecilius Q. f. Metellus Creticus Silanus & A. Licinus A. f. Nerva Silianus. Suffex: Lucilius Longus
- Germania: Anvet eo Publius Quinctilius Varus da c'houarnour. Karget eo da aozañ Germania etre ar stêrioù Roen hag Elba. Lakaat a ra niveriñ an dud, sevel tailhoù, ha tuta soudarded. Droukrañs a sav a-enep dezhañ e-touez ar C'hermaned.
- Dalmatia: Emglev gant an Illirianed a-enep da Roma.
- Pannonia: Emglev gant ar meuriadoù Illirian a-enep da Roma.
- Roma: Harluet Agrippa Postumus en enezenn Pianosa
- Jude: Digadoriet eo Herod Archelaos eus e gargoù a etnark Jude ha Samaria gant Aogust.
- Osroene: Kodianañ a ra ar roue Abgarus eus Edessa. Digadoriet eo.
Breizh (-Veur):
- Cunobelinos, roue an Drinovanted hag ar Gatuvellauned (c. -10/
Partia
- Kurunennet Vonones Iañ eus tierniezh an Arsasided, mab da Fraates IV, goude bezañ bet dalc'het ostaj e Roma e-pad pell.
Relijionoù ha mitologiezhioù
Arzoù ha sevenadur
Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
- Savouriezh: Deroù savidigezh Templ ar Peoc'h er Forom (echuet e 10).
Ganedigezhioù 7
- Drusus Caesar, mab da C'hermanicus ha da Agrippina an Henañ.
- Gnaeus Domitius Corbulo, jeneral roman.
Levroniezh
- André Blanc. L'homme emprisonne le temps. Les Calendriers. Les Belles Lettres.1986.