Diwar-benn bloaz 38 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañEvit ar bloaz -38, gwelet ar bajenn:-38Evit an niver 38, gwelet ar bajenn:38 (niver)
791 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0038 PC (goude ganedigezh J.-K.)
Darvoudoù
Impalaeriezh roman
- Impalaer: Kaligula (Caius Julius Caesar Germanicus), adalek ar 16 Meurzh 37 (>24.01.41)
- Koñsuled: M(arcus) Aquila Iulianus & P(ublis) Nonius Asprenas
- Emsavadeg enep-yuzev en Aleksandria da-geñver donedigezh roue ar Yuzevien Herod Agrippa Iañ: fellout a ra d'an engroez lakaat delwennoù an impalaer Kaligula er sinagogennoù. Pollio a zo anavezet prefed Aleksandria, war-lerc'h Flaccus
- Mont a ra Apion, e penn un dileurierezh, da glemm ouzh Kaligula diwar-benn ar Yuzevien en Aleksandria.
- Eured Kloada gant Mesalina (deiziad diasur, met an hini gwirheñvelañ).
Breizh (-Veur)
- Cunobelinos, roue an Drinovanted hag ar Gatuvellauned (c. -10/+40)
Relijionoù ha mitologiezhioù
- Dont a ra Stachys an Abostol da vezañ eil penneskob Kergustantin.
Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
- un dour-bont a zo lakaet war ar stern e Roma
Marvioù 38
- Poncius Pilatus, prokulator roman.
- Antonia ar Yaouank, gwreg Drusus Decimus Nero, ha mamm Klaod (impalaer da zont).