Diwar-benn bloaz 31 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañEvit ar bloaz -31, gwelet ar bajenn:-31Evit an niver 31, gwelet ar bajenn:31 (niver)
784 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0031 PC (goude ganedigezh J.-K.)
Darvoudoù
Impalaeriezh roman
- Impalaer: Tiber (Tiberius Caesar Divi Augusti Filius Augustus), adalek an 19 Eost 14 (>16.03.37)
- Koñsuled: Tiberius Claudius Nero Caesar V & L(ucius) Aelius Seianus.
- Distro Tiber da Roma eus Capri.
- Lakaet eo Naevius Sutorius Macro e penn ar Gward pretorian goude marv Sejan.
- Embannet ul lezenn roman a laka un harz d'an enporzhiañ trazoù prizius eus India.
Breizh (-Veur)
- Cunobelinos, roue an Drinovanted hag ar Gatuvellauned (c. -10/+40)
Sina
Relijionoù ha mitologiezhioù
Arzoù ha sevenadur
Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
Buhez pemdez ha dudi
Marvioù 31
- 18 Here - Sejan, politikour roman (lakaet d'ar marv)
- Marcus Velleius Paterculus, istorour roman (marteze a-walc'h lazhet evel keneil da Sejan)
- Livilla, nizez ha merc'h-kaer an Impalaer Tiber (lakaet da vervel gant an naon abalamour d'ar perzh a gemeras en irienn evit diskar Tiber eus e garg gant he serc'h Sejan)
- Sant Stefan, bet diagon kentañ kumuniezh kristen Jeruzalem zo labezet goude bezañ diouganet distruj an Templ. Aprouet eo labezadeg sant Stefan gant Saul (a zeuio da vezañ Paol Tars).