Diwar-benn bloaz 24 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañEvit ar bloaz -24, gwelet ar bajenn:-24Evit an niver 24, gwelet ar bajenn:24 (niver)
777 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 24 goude ganedigezh J.-K.
Skiantoù an den
Darvoudoù
Impalaeriezh roman
- Impalaer: Tiber (Tiberius Caesar Divi Augusti Filius Augustus), adalek an 19 Eost 14 (>16.03.37)
- Koñsuled: Ser(gius) Cornelius Cethegus & L(ucius) Visellius Varro
- Fin zo d'an emsavadegoù afrikan Numidia ha Mauretania (deroù e 14).
- Numidia: marv ar roue Jaba II. E vab Ptoleme a zeu war e-lec'h
- Taget Tacfarinas dre un taol gwidre gant P. Cornelius Dolabella en e gamp e-kichen Auzia (Aljeria) nepell eus Thusbascum. Lazhet eo Tacfarinas en emgann. Goude eizh bloavezh stourm n'eo ket bet gwellaet stad ar gouerien hag ar gantreourien verber
- Dibenn lignez Masinissa, renerien Kartago.
- Dieubet diskennidi ar sklaved bet laosket en o frankiz eus ar statud mevelien, gant lezenn Visellia. Gallout a reont dont da vezañ aotrounez.
- Dont a ra Charmides da vezañ Archon Aten
Breizh (-Veur)
- Cunobelinos, roue an Drinovanted hag ar Gatuvellauned (c. -10/+40)
Persia
Azia
- Korea: Sevel a ra ar roue Yuri war tron Silla
- Sina: Mezheven, emgann Kunyang; goude 2 viz seziz gant 9 000 brezelour emsavet dindan urzhioù Liu Xiu eo trec'het lu Wang Mang daoust d'e 450 000 soudard. Diskaret eo Wang Mang hag adsavet eo an dierniezh Han.
Relijionoù ha mitologiezhioù
- Termenet eo gant Philon an Testamant Kozh, lezenn Doue o ren evit ar beurbadelezh.
Arzoù ha sevenadur
Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
Buhez pemdez ha dudi
Marvioù 24
- Strabon ( e-tro -63 - e-tro 24), beajour, douaroniour hag istorour gresian bet ganet e Amasya, er Pont (e Turkia hiziv). Pignat a reas gant an Nil e-kerzh un ergerzhadeg kaset war-raok gant Aelius Gallus prefed roman Egipt. Meur a vloavezh e vevas e Roma. En e zouaroniezh e taolenn un deskrivadur dre ar munud eus ar bed evel ma oa anavezet gant ar re Gozh. 17 levrenn zo el levr deuet peuzklok betek ennomp.
- Namhae, roue Silla