Darvoudoù
- 1702: Emgann Cremona etre al luioù gall hag aostrian.
- 1793: Frañs a ziskleir ar brezel d’ar Rouantelezh Unanet ha d’an Izelvroioù.
- 1908: muntret eo ar roue Carlos Iañ Portugal hag e vab, e Lisbon, gant republikaned.
- 1918: degemeret eo an Deiziadur gregorian gant Rusia.
- 1920: krouet eo ar South African Air Force.
- 1943: Vidkun Quisling zo anvet da Gentañ ministr Norvegia gant an alouberien alaman.
- 1953: en Izelvroioù eo beuzet an douaroù gant ar mor e proviñsoù Zeeland, Zuid-Holland ha Noord-Brabant, ha lazhet ez eus 1 836 den.
- 1958: unanet eo Ejipt ha Siria da vont d’ober ar Republik Arab Unanet, a bado betek 1961.
- 1976: krouidigezh ar C'huzul etrebroadel evit kendalc'h ar yezh vrezhonek e Brusel, gant izili en ugent bro dre ar bed.
- 1999: dilezet eo al Lizherenneg Morse.
- 2003: distrujet eo an egorvulzun amerikan Columbia pa oa o tistreiñ war an Douar; aet eo da Anaon ar 7 den a oa e bourzh.
- 2003: lakaet eo e pleustr Feur-emglev Nisa.
- 2021: taol-stad gant an arme e Birmania
Ganedigezhioù

- 1801: Émile Littré, geriadurour ha prederour gallek.
- 1804: Handrij Zejler, skrivagner sorabek.
- 1824: Guillaume Le Jean, ergerzher breizhat.
- 1879: Hyacinthe Kerniliz, kouer ha barzh breizhat.
- 1894: John Ford, filmaozer amerikan.
- 1901: Clark Gable, aktour amerikan.
- 1902: Langston Hughes, barzh, danevellour ha dramaour amerikan.
- 1915: Sir Stanley Matthews, melldroader etrebroadel saoz
- 1920: Pierre Jonquères d'Oriola, marc'heg gall, kampion olimpek e 1952.
- 1931: Boris Yeltsin, den-stad ha kentañ prezidant Kevread Rusia.
- 1937: Maryan Wisniewski, melldroader etrebroadel gall.
- 1939: Claude François, kaner ha produer gall.
- 1945: Jili Servat, kaner-sonaozer breizhat.
- 1962: Manuel Amoros, melldroader etrebroadel gall, kampion Europa e 1984.
Marvioù

- 1328: Charlez IV (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall adalek 1322 betek e varv.
- 1851: Mary Shelley, skrivagnerez saoznek, krouerez an danevell Frankenstein; or, The Modern Prometheus.
- 1870: Florent Prévost, naturour ha skeudennaouer gall.
- 1871: Guillaume Le Jean, ergerzher breizhat.
- 1885: Henri Dupuy de Lôme, ijinour listri-brezel ha politikour gall.
- 1896: Fermo Zannoni, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1908: Carlos Iañ Portugal, roue Portugal adalek 1889 betek e varv.
- 1920: Adolf Albin, mestrc'hoarier echedoù roumanat.
- 1944: Piet Mondrian, livour izelvroat.
- 1966: Buster Keaton, aktour, filmaozer ha produer stadunanat.
- 1976: Werner Heisenberg, fizikour alaman, tapet gantañ Priz Nobel ar Fizik e 1932.
- 1994: Guy Lefranc, filmaozer ha saver senario gall.
- 2017: Étienne Tshisekedi, politiker eus Kongo.
- 2021: Jañdo Robin, skolaer brezhonek.
Lidoù
- Gouelioù ar Gelted kozh:
Gant ar Gelted e veze lidet Imbolc (Emwalc'h) d'ar 1añ a viz C'hwevrer en enor d'an doueez Brigid, hag a oa arouez ar frouezhusted e dibenn ar goañv. Deiz kentañ an Nevez-amzer e oa.
- Deiziadur henroman: Calendis Februariis / Helernalia / Juno Sospita = Deiz kentañ miz C'hwevrer; Goustlet da Helernius; Deiz ha bloaz dedi templ Juno Sospita.
- Katoligiezh:
- Sent an deiz:
- santez Berc'hed, patronez Iwerzhon († war-dro 524);
- sant Yann Kastellun, lesanvet ar Gael, bet abad e Gwengamp hag eskob e Sant-Maloù († 1163);
- sant Aoperzh, manac'h e Landevenneg (VIIvet kantved);
- sant Tujan, abad Daoulaz (VIvet kantved).
- Sent an deiz: