Darvoudoù
- 1355: sinet eo Feur-emglev Valognes etre Yann II (Bro-C'hall) ha Carlos II Navarra.
- 1468: Feur-emglev Ankiniz etre Frañsez II, dug Breizh, ha Loeiz XI (Bro-C'hall).
- 1721: sinet eo Feur-emglev Nystad o lakaat un termen da Vrezel Bras an Hanternoz.
- 1766: diazezet eo Skol vroadel uhel an arzoù-kinklañ gant al livour gall Jean-Jacques Bachelier.
- 1905: krouidigezh Gouel ar Rouedoù glas e Konk-Kerne.
- 1915: diazezet eo Le Canard enchaîné gant Henri-Paul Deyvaux-Gassier, Jeanne Maréchal ha Maurice Maréchal.
- 1919: sinet eo Feur-emglev Saint-Germain-en-Laye (1919) etre kevredidi ar Brezel-bed kentañ hag Aostria.
- 1926: degemeret eo Alamagn e Kevredigezh ar Broadoù (KAB).
- 1939: embannet eo ar brezel ouzh Alamagn gant Kanada.
- 1947: echu eo kentañ festival Une semaine d'Art en Avignon.
- 1974: dizalc'h eo Ginea-Bissau diouzh Portugal.
- 1977: gwilhotinet eo Hamida Djandoubi e Marselha; graet gant ar boan a varv e Bro-C'hall evit ar wech diwezhañ.
- 1981: rentet eo taolenn Guernica (Picasso) da Spagn.
- 1993: skignet eo an heuliad skiant-faltazi The X-Files evit ar wech kentañ war rouedad ar Fox Broadcasting Company.
Ganedigezhioù
- 1659: Henry Purcell, sonaozer saoz.
- 1809: Thomas Campbell Eyton, naturour saoz.
- 1876: Gregory Mathews, evnoniour aostralian.
- 1897: Georges Bataille, skrivagner gall.
- 1915: Geraint Bowen, barzh kembraek.
- 1933: Karl Lagerfeld, stilour alaman.
- 1940: Yann Bijer, konter ha skrivagner brezhonek.
- 1945: José Feliciano, gitarour ha kaner-sonaozer stadunanat.
Marvioù
- 954: Loeiz IV, roue ar Franked (Loeiz Tramor e lesanv), roue adalek 936 betek e varv.
- 1384: Janed Pentevr (pe Janed ar Gammez c'hoazh), dugez Breizh.
- 1604: William Morgan, troer ar Bibl e kembraeg.
- 1797: Mary Wollstonecraft, skrivagnerez saoz ha stourmerez evit gwirioù ar merc'hed.
- 1806: Johann Christoph Adelung, geriadurour alamanek.
- 1898: Elesbed Wittelsbach (Sissi he lesanv), impalaerez Aostria ha rouanez Hungaria.
- 1948: Ferdinant Iañ Bulgaria, eil roue Bulgaria.
- 1958: Jean-Marie Desgranges, beleg katolik ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed, e Lemojez.
- 1979: Agostinho Neto, prezidant kentañ Angola.
- 1983: John Vorster, 4e prezidant Suafrika.
- 2021: Jorge Sampaio, politiker portugalat, bet prezidant e vro ha bet maer Lisbon.
Lidoù
- Katoligiezh:
- Sant an deiz: Sant Konwal.