factograf
BR

Sistersianed

Sistersianed

Key facts

deiziad krouiñ1098
natur an elfennurzh venec'h
broFrañs
Rivinoù Abati Tyndyrn, unan eus abatioù sistersian Kembre
Rivinoù Abati Tyndyrn, unan eus abatioù sistersian Kembre

Urzh ar Sistersianed (Ordo cisterciensis e latin) zo un urzh menec'h ha leanezed eus an Iliz Katolik Roman, a voe savet en XIvet kantved. Savet e voe gant Robert Molesme, ur abad genidik eus Champagn, a oa manac'h gant ar Veneadiz, hag a glaskas kempenn reolenn sant Benead.

Abati Cîteaux e Bourgogn e oa abati kentañ an urzh-se ha roet he deus hec'h anv d'an urzh: eno, e dibenn an XIvet kantved, e voe savet ar reolenn nevez gant sant Robert.

Gant sant Bernez Clairvaux (1090-1153) e voe diorroet kalz an urzh nevez en XIIvet kantved. D'ar mare-se en em ledas an urzh dre Europa a-bezh ha savet e voe abatioù e meur a vro. Er XVIIvet kantved e voe rannet Urzh ar Sistersianed e daou urzh nevez, hag an hini vrasañ anezho eo urzh an Drapisted.

E-touez an abatioù savet gant Sistersianed e Breizh e c'haller menegiñ Abati Itron Varia Bear, Abati Itron Varia Koadmalouen, Abati Itron Varia ar Releg, Abati ar Joa e Kempenieg.

Gwelet ivez

Read next

In 64 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article