Istor
Seblantout a ra bezañ ur ger dereat, en istor ar yezh, stag ouzh an dud uhel, e-skoaz ar ger gast, a zo stag ouzh tud izel o renk.
Gerioù heñvelster
Gerioù kar
- Serc'hiñ zo bevañ gant ur serc'h, da lavarout eo gant ur plac'h hep bezañ dimezet: bezañ ajolbet, a vez lavaret ivez er yezh a-vremañ.
- Serc'haouiñ zo bevañ gant serc'hoù (da geñveriañ gant gastaouiñ), ha kaout ur vuhez diroll.
El lennegezh-pobl
Itron amañ ne vefet ket
Serc’h d’an aotrou ne laran ket
El lec'hanvadurezh
Hervez kont, e kaver ar ger-se en anv-lec'h Koadserc'ho, e-kichen Montroulez.
E kembraeg
- Karantez eo ar ger serch. Pa gomzer eus canu serch e komzer eus karantez kourtes el lennegezh krennamzerel.