Bugaleaj
Un den a vil vicher
E 1935 e teuas da vezañ gall. E-pad an Eil Brezel-bed e voe ur rezistant hag un nijer barrek a-walc’h. Gant Kroaz ar brezel e voe medalennet e 1945, d’ar 14 a viz Gouere. Anvet e voe bet Kompagnun an Dieubidigezh. Medalennet e voe ivez gant al Legion a enor gant Charles de Gaulle. A-drugarez dezhañ e kavas ur post diplomat.
Kregiñ a reas da skrivañ e 1935. Loreet e oa gant ar Priz Goncourt e 1956 evit Les racines du ciel. Touellañ a reas juri ar priz-se pa embannas La vie devant soi dindan al lesanv Emile Ajar, loreet e 1975. En abeg da se eo ar skrivagner nemetañ gounezet ar priz Goncourt div wech gantañ. Dibab a reas un anv kreñv evit e daou anv skrivagner: ar ger « gari» a dalvez dev (ar verb deviñ) e ruseg hag ar ger « ajar » a dalvez regez (daou c'her tro-dro d'an tan).
Skrivet e voe Les Promesses de l’aube gantañ e 1960. Ul levr pouezus e oa evit ar skrivagner. E gwirionez eo ur romant emvuhezskrid hag a gont karantez e vamm, ur pikol karantez vougus: « N’eo ket mat bezañ ken karet, ken abred. Boazioù fall a vez tapet. (…) Gant karantez ur vamm e vez graet ur promesa gant ar vuhez na vo ket dalc’het biken. Ret eo debriñ boued yen war-lerc’h betek fin e vuhez. ».
Soñjal a rae d’e vamm e vefe barrek Romain da vezañ ur skrivagner brudet pe ur c’hannadour, un den-meur dreist-holl. E vuhez pad e klaskas lakaat hunvreoù e vamm evitañ da zont da wir. Ur senarioour hag ur sevener e oa hemañ ivez.
Dimeziñ a reas teir gwech, en o zouez e 1963 gant an aktourez amerikan mil vrudet, Jean Seberg en em lazhas e 1979. En em lazhañ a reas Romain Gary ivez e 1980 gant un tenn pistolenn en e c’houzoug.
Un nebeud levrioù skrivet gant Romain Gary :
- L’Orage – 1935
- Éducation européenne – 1945
- Tulipe – 1946
- Sergent Gnama – 1946
- Le Grand Vestiaire – 1949
- Les Couleurs du jour – 1952
- Les Racines du ciel – 1956
- La Promesse de l’aube – 1960
- Johnnie Cœur – 1961
- Lady L. – 1963
- Adieu Gary Cooper – 1965
- Gros-Câlin – 1974
- La Vie devant soi – 1975
- Au-delà de cette limite votre ticket n’est plus valable – 1975
- Les oiseaux vont mourir au Pérou – 1975
- Pseudo – 1976
- Clair de femme – 1977
- L’Angoisse du roi Salomon – 1979
- Vie et mort d’Émile Ajar – 1981