Mic'ha diwar an hebraeg מִיכָה Mic'ha, Micha e latin, pe Miche zo unan eus daouzek profed bihan an Tanac'h (ar Bibl hebraek).
"A zo evel Doue" eo ster an anv. Kempred eo Mic'ha gant Yeshaia. Prezegenniñ a reas da vare Yotam, Ahaz ha Hizkia en eil lodenn eus an VIIIvet kantved kt JK. Yehouda e oa e vro c'henidik, met prezeg a reas e Yehouda hag Israel.
