factograf
BR

Egorlec'h

Egorlec'h

Egorlec'h pe savlestr egorel eo un egorlestr hag a chom er c'helc'htro eus ur c’horf-egor ha gant tud e-barzh evit un hir dermen. Bez eo neuze ul loarell dafaret gant annez en egor. Pal un egorlec'h a zo disheñvel hervez ar steuñv. An darn eus ar c'hefridioù kaset da benn en egorlec'hioù a zo savlec'hioù enklask, met implijet e vezont ivez en domanioù milourel pe kenwerzhel, evel gant an nijadennoù egorel touristel.

Evit poent ez eus bet lakaet egorlec’hioù er c'helc'htro eus an Douar nemetken. E framm programm Artemis ez eus bet ur raktres kas unan da dreiñ tro-dro d’al Loar met nullet eo bet.

An egorlec'hioù eo a ro an tu da Vab-den da vezañ en egor. Ar c'hentañ egorlec'h a oa bet Salyout 1 (1971), lec'h ma oa bet annezet gant bourzhidi Soyouz 11. Goude-se e oa bet Skylab (1973) hag a oa bet annezet betek 1987 gant ar Salyout ha goude-se Mir. Kendalc'het eo dibaouez da gaout tud o vevañ en egor gant an egorlec'hioù abaoe ma 'z eo bet tremenet eus Mir d'an egorlec'h etrebroadel. ar wech kentañ ma oa bet annezet an Egorlec'h etrebroadel a oa bet e 2000.

Read next

In 89 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article