factograf
BR

Devanāgarī

Devanāgarī

Key facts

deiziad krouiñ1100
natur an elfennabugida
broIndia
e tiriadIndia

An devanāgarī (देवनागरी; RLVK: devanāgarī) 'zo anezhañ un doare-skrivañ implijet evit skrivañ meur a yezh eus Indez, da skouer ar sañskriteg, an hindeg hag ivez an nepaleg.

Dont a reas war wel an devanagari tro-dro 1000 goude Jezuz, diorroet diwar ar skritur siddhamek. Met ar skritur brahmek eo mammenn kazi holl skriturioù implijet e India, ar sañskriteg en o zouez.

Mont-en-dro an devanagari

Kentoc'h eget ul lizherenneg ez eo ar devanagari un abugida, da lâret eo e talvez pep lizherenn diazez d'ur gensonenn staget ouzh ur vogalenn diazez. Kemmet e vez ar vogalenn dre ouzhpennañ skrapoù ha pikoù a bep seurt a-us pe tro-dro d'al lizherenn diazez pe ivez evit lakaat ar vogalenn diazez da vezañ mut.

Stummoù diverret ispisial (lizherennoù kevrennek) ez eus ivez implijet pa vez skrivet ur gensonenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.

Skrivet e vez a gleiz da dehoù hep diforc'h ebet etre lizherennoù bras (lizhernnoù pennañ) ha lizherennoù bihan.

En holl ez eus 34 c'hensonenn (vyanjana) ha 12 vogalenn (svara).

Lizherennoù an devanagari

En daolenn-mañ e vez diskwelet stummoù stag ar vogalennoù gant al lizherenn diazez "p(a)". Ar vogalenn "a" eo vogalenn diazez pep lizherenn diazez e devanagari. Diswelet e vez ivez distagadur pep lizherenn hervez an doare ma vezont distaget e hindeg a-vremañ.

Vogalennoù
Lizherenn Sin ar vogalenn gant [p] Anv Distagadur (IPA)
अ प (hini ebet) a ə
आ पा aa ɑ
इ पि i ɪ
ई पी ii i
उ पु u ʊ
ऊ पू uu u
ऋ पृ r vogalennek rɪ ([r ̩])
ॠ पॄ rr vogalennek rɪ ([rː̩])
ऌ पॢ l vogalennek ([l ̩])
ॡ पॣ ll vogalennek (lː̩])
ऍ पॅ candra e
ऎ पॆ e berr e
ए पे e e(ː)
ऐ पै ai ɛ ([ai])
ऑ पॉ candra o
ऒ पॊ o berr o
ओ पो o o(ː)
औ पौ au ɔ ([au])
Sinoù all
Sin gant [p] Anv Function Distagadur (IPA)
प् virama halant; mutaat ar vogalenn [p]
पँ candrabindu Friadur [pə̃]
पं anusvara Friadur [pə̃]
पः visarga C'hwezhañ [pəh] / [pəə̥]
प़ nukta Evit sonioù o tonet eus ar perseg (d.s., ph + nukta = f)
पऽ avagraha Hiraat ar vogalenn [pə:]

Ar vogalenn "a" a zo e pep lizherenn diazez da heul ar gensonenn nemet ma vefe kemmet ar vogalenn dre implijout stummoù stag vogalennoù all pe c'hoazh pa vez mutaet ar vogalenn dre implijout ur sin ispisial anvet halant pe virama.

Kensonennoù
Lizherenn Anv Treuzlizherennadur Distagadur (IPA)
क ka k k
ख kha kh kh
ग ga g g
घ gha gh gɦ
ङ nga ṅ ŋ
च ca c tʃ
छ cha ch tʃh
ज ja j dʒ
झ jha jh dʒɦ
ञ nya ñ ɲ
ट tta ṭ ʈ
ठ ttha ṭh ʈh
ड dda ḍ ɖ / ɽ
ढ ddha ḍh ɖɦ / ɽɦ
ण nna ṇ ɳ
त ta t t̪
थ tha th t̪h
द da d d̪
ध dha dh d̪ɦ
न na n n̪
प pa p p
फ pha ph ph
ब ba b b
भ bha bh bɦ
म ma m m
य ya y j
र ra r ɾ
ल la l l
ळ lla ḷ ɭ
व va v v
श sha ś ɕ
ष ssa ṣ ʂ
स sa s s
ह ha h h

Ne vez ket implijet al lizherenn ळ e hindeg. Implijet e vez an holl lizherennoù e marateg (marathi).

Setu sifroù ar skritur devanagari:

Sifroù
० १ २ ३ ४ ५ ६ ७ ८ ९
0 1 2 3 4 5 6 7 8 9

Liammoù diavaez:

  • Omniglot. Lec'hienn diwar-benn doare-skrivañ an devanagari (e saozneg)

Read next

In 122 languages

brAfrikaansअंगिकाالعربيةঅসমীয়াasturianuazərbaycancaбашҡортсаBoarischбеларускаябългарскиभोजपुरीBanjarবাংলাbosanskicatalàکوردیqırımtatarcačeštinaCymraegdanskDeutschZazakiडोटेलीΕλληνικάEnglishEsperantoespañoleestieuskaraفارسیsuomifrançaisNordfriiskGàidhliggalegoगोंयची कोंकणी / Gõychi Konknniગુજરાતીעבריתहिन्दीFiji HindihrvatskimagyarհայերենBahasa IndonesiaIdoíslenskaitaliano日本語JawaქართულიKumoringқазақшаភាសាខ្មែរಕನ್ನಡ한국어کٲشُرkurdîLatinaLingua Franca NovaລາວlietuviųlatviešuमगहीमैथिलीMalagasyмакедонскиമലയാളംмонголꯃꯤꯇꯩ ꯂꯣꯟमराठीBahasa Melayuမြန်မာဘာသာनेपालीनेपाल भाषाNederlandsnorsk nynorsknorskoccitanਪੰਜਾਬੀKapampanganपालिpolskiپنجابیپښتوportuguêsRuna Simiromani čhibromânăрусскийसंस्कृतम्ᱥᱟᱱᱛᱟᱲᱤسنڌيdavvisámegiellasrpskohrvatski / српскохрватскиසිංහලSimple Englishslovenčinaسرائیکیslovenščinashqipсрпски / srpskisvenskaKiswahiliதமிழ்తెలుగుтоҷикӣไทยTagalogtoki ponaTürkçeтатарча / tatarçaукраїнськаاردوoʻzbekcha / ўзбекчаTiếng Việt吴语მარგალურიייִדיש文言粵語中文

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article